Kemennadurioù staliañ


Kefluniadur ret

Staliañ Linux-Mandrake a zo, peurliesañ, ken eeun ha lakaat ar CD staliañ el lenner CDROM, hag adloc'hañ ho ardivink. Sellit ouzh ar rann 1 mar plij.

Evelkent ez eus doareoù all da staliañ Linux-Mandrake, dav eo deoc'h klask anezho en urzh :



1. Loc'hañ end-eeun diwar CD

Emloc'hus eo ar CD staliañ. Peurliesañ, trawalc'h eo enlakaat ar CD el lenner hag adloc'hañ an ardivink. Heulhit ar c'hemennadurioù diskwelet war ar skramm, ha graet eo.

laez ar bajenn


2. Lañsañ ar staliañ diwar Windows 95/98

N'hoc'h eus ken nemet enlakaat ar CDROM kentañ. ur prenestr a zlefe dont war wel. Ma ne ra ket, sevenit D:\dosutils\autorun.exe (en ur c'houlakaat eo D lizherenn ho lenner CDROM).

Dibabit Staliadur klok evit lañsañ staliadur boas Linux-Mandrake.

Mod all, dibabit ar staliadur Linux evit Windows ma ne mennit tamm ebet parzhañ ho pladenn galet ; krouiñ a raio ar goulev-se daou restr war ho parzhadur Windows evit Linux ; evelato, gorrek eo e-keñver ar staliadur klok, ha ma rankit adstaliañ Windows e vo kollet ho reizhiad Linux-Mandrake war un dro...

laez ar bajenn


3. Lañsañ ar staliañ diwar MS-DOS

M'eo staliaet MS-DOS war ho urzhiataer, tu zo deoc'h loc'hañ ar reizhiad staliañ end-eeun diwar ar CD hep implij pladennig ebet.

Evit hen ober (en ur c'houlakaat eo el lenner D: ho CD), implijit an urzhiadoù a heul :

C:\> D:
D:\> cd \dosutils\autoboot
D:\dosutils\autoboot> autoboot.bat

Taolit evezh ne yelo ket en-dro an hentenn-se m'eo sevenet en ur prenestr DOS dindan Windows. Evit staliañ diwar Windows, heulhit ar c'hemennadurioù roet er rann 2 mar plij.

laez ar bajenn


4. Oberiañ ur bladennig loc'hañ gant Windows

Ma ne loc'h ket ho urzhiataer diwar CDROM ha ne ya ket en-dro an hentennoù kent, dav eo deoc'h oberiañ ur bladennig loc'hañ dindan Windows evel-henn :


Evit kregiñ gant ar staliañ, enlakit ar CDROM el lenner, kement hag ar bladennig loc'hañ, hag adloc'hit an urzhiataer.

laez ar bajenn


5. Hentennoù staliañ all

Ma ne torr ket an hentennoù kent ho ezhommoù evit abeg pe abeg (mennout a rit kas da benn ur staliadur rouedad, ur staliadur diwar trobarzhelloù pcmcia pe...), ret e vo deoc'h oberiañ ivez ur bladennig loc'hañ :


xxxxx.img eo ar skeudenn loc'hañ :

laez ar bajenn


Gallout a rit ivez implij ur staliañ mod skrid ma sav, evit abeg pe abeg, kudennoù gant ur staliañ grafikel. Evit e implij, gwaskit F1 war skramm degemer Linux-Mandrake, da c'houde skrivit text war al linenn-urzhiañ.

M'hoc'h eus ezhomm saveteiñ ho reizhiad Linux-Mandrake o vezañ, enlakit ho CDROM staliañ (pe ne vern pe bladennig loc'hañ a zere), gwaskit F1 war skramm degemer Linux-Mandrake, neuze skrivit rescue war al linenn-urzhiañ.

Gwelit http://www.linux-mandrake.com/drakx/README evit muioc'h a ditouroù teknikel.


Setu a-is lankadoù pennañ ar staliañ :

  1. Enlakit ho CDROM staliañ (pe ho pladennig staliañ diouzh ret) hag adenaouit hoc'h ardivink.

  2. Stokit enkas pa zeu skramm degemer Linux-Mandrake war wel hag heulhit gant aket ar c'hemennadurioù.

  3. Ur wech peurc'hraet ar staliadur, eztennit ar CD-ROM pa vo stlapet kuit (ha ar bladennig ma 'z eus unan el lenner) ; adenaouiñ a rankfe ober ho ardivink.

  4. Linux a rankfe loc'hañ. Goude loc'hañ, e c'hellot "Ereañ" war ho ardivink evel "root" pe ne vern pe gont arveriad krouet da vare ar staliañ.


Notenn a-bouez : ar gont "root" a ro deoc'h gwirioù diharz war ho reizhiad Linux. Na implijit ket anezhi nemet evit kefluniañ pe verañ Linux. Evit an implij pemdeziek, implijit ur gont arveriad boas gant an urzhiadoù "adduser USER" ha "passwd USER".
 
 

Chañs vat gant Linux-Mandrake !

laez ar bajenn

Evit skorad staliañ gwelit al listenn skignañ hag ar FAQoú e lec'hienn gwiad Mandrake :

http://www.linux-mandrake.com